______________________________________________

Dom Duff : Pagan folk leun a imor !

Trede pladenn Dom Duff zo deuet er-maez e miz Kerzu warlene : [e-unan] a vo e anv, goude „straed an amann“ e 2003 ha „Lagan“ e 2006.

Ur bladenn „live“ eo, enrollet e Karaez, Kemper, Gwened, Roskañvel, ha betek an Donegal, en Iwerzhon ! Darn vrasañ ar c'hanaouennoù zo traoù nevez flamm. Pevar pe pemp kanaouenn a oa bet skrivet gant Dom 'pad ar sizhun, kanet evit ar wech kentañ hag enrollet diouzhtu ! „Ar pozioù 'oa diaesoc'h d'ober“. Alies 'vez prest an tonioù gantañ a-raok ar pozioù. „An tonioù 'teu aes ganin“. A bep seurt temoù zo e-touez ar c'hanaouennoù nevez. Ur ganaouenn a garantez : [an aelig gwenn], „unan eus ar re wellañ 'meus savet“, unan all zo surealist, hervezañ : [laouen]. A bep seurt temoù zo, met an holl a blij da Dom. „Ar santimant n'eo ket memes hini evit sevel pep kanaouenn“. Ar pezh a gont eo „mont betek penn ar santimant“. Ha traoù 'neus e-leizh en e benn, ar pevare pladenn zo dija en e benn ! „Me 'vez atav oc'h ijinañ traoù“ emezañ. „Neo ket echu ur bladenn 'meus traoù all o tont warlerc'h“.
Diwall

Dom zo 48 bloaz hag o chom e Langoned, met ul Leonad penn-kil-ha-troad eo, eus Ploueskad e bro Leon. Met kuitaet 'neus e vro pa oa 18 vloaz. „Mont a ran da Vro Leon alies“ met ne felle ket dezhañ mont da chom en e vro c'henidik. Labourerien-douar 'oa e dud „er C'hernig“, tal-kichen ar mor, hag ar mor en em gav a-wezhioù war douaroù an atant. „Pa vez reverzi 'vez ar mor er pradig !“. Brezhoneg a veze en e familh pa oa bugel, „me 'meus kroget da gaozeal pa oan krennard“. Studioù 'neus graet war al labour-douar, met muzik a oa gantañ dija. Labouret 'neus e ti e dud un tammig. Kelenner eo bet ivez e-pad tri bloaz en ur skol labour-douar. Diwezhatoc'h e c'hoarie ba strolladoù festoù-noz. „Pa 'meus kroget a vicher 'meus savet ar strollad „Diwall“. Ne c'hoarie nemet gitar da gentañ, met kroget 'noa da skrivañ d'ar poent-se...

Skrivañ

„Warlerc'h 'meus lakaet un taol botez war ma revr evit mont muioc'h war an hent-se“. Brav eo ar brezhoneg evit kanañ a soñj Dom. „Lakaat ar gerioù da strakal etrezo“, setu ar pezh a blij dezhañ. E penn kentañ 'oa diaes da sachañ an dud gant traoù kanet a nevez. „Aon 'moa kanañ ma zraoù“. Met deut eo gantañ ! Pemzek vloaz a vicher zo gant Dom. E pep lec'h en Europa eo bet o kanañ : Breizh-Veur, Suis, Alamagn, Izelvroioù. Ur rouedad tud 'neus, a labour evitañ da gaout lec'hioù da ganañ. Pljout a ra dezhañ beajiñ, daremprediñ tud, ha bezañ [e-unan] a-frapadoù, met pas betek re ! Labourat a ra Dom ivez gant ar skolioù : skrivañ muzik ha sevel kanaouennoù gant bugale, liseidi, skolajidi ha stajidi o teskiñ brezhoneg. „Klask a ran ober muioc'h-mui, plij' a ra din“. „Ar vugale hag ar gelennerien a vez atav kontant da welet unan eus an diavaez“. Met n'eo ket echu gantañ ober muzik er salioù daoust ma rebech da salioù ar vro bezañ digor muioc'h da stalioù bras eus Pariz evit o frogrammoù ! Met se ne viro ket outañ da vont war-raok ! „Pezh a gont din da gentañ eo kanañ ha skrivañ traoù !“ Jil Penneg

Gast ! Trubuilhoù gant ar muzik. Mar plij selaou amañ.